Ur chapel zo ur seurt iliz vihan, ouzhpenn an iliz-parrez, ma c'haller lavarout an oferenn. E Breizh e kaver kalz chapelioù war ar maez dre ma veze rannet ar parrezioù e trevioù alies. Darn eus ar chapelioù a gaver er skolioù, en ospitalioù. Gwechall e veze unan e pep kastell.